Breizh e boutin, Breizh a sell pell skrid kentañ

Breizh e boutin, Breizh a sell pell skrid kentañ

Breizh e boutin, Breizh a sell pell skrid kentañ 1654 2339 Bretagne En Commun

Daoust d’hor strivoù evit sevel un destenn e brezhoneg prop ha sklaer e c’hallfe bezañ kavet fazioù enno c’hoazh. Mar plij, na chomit ket etre an daoù, skrivit deomp ! Ar skipailh e karg d’an droidigezh.

Ni zo Bretonezed ha Bretoned,

Kregiñ a reomp e-barzh evit ma vefe un dazont ekonomikel, kengret hag ekologel e Breizh. Mall ‘zo warnomp en ober ha stourmañ evit an amzer hag an nen. Hon nadoz-vor a vo sevel ur bed kengret. Prest ‘omp da labourat, gant ur spered digor. Ret eo deomp raksoñjal an ekologiezh. Ret eo d’an holl dud kemer perzh en divizoù a zeu. Ret eo arc’hantaouiñ greanterezhioù hon bro evit ma vefe kaset Breizh war-raok. Stourmañ a reomp a-enep diasurez ha paourentez. Difenn a refomp al linenn-mañ evit ma vefe tu gounezit e Breizh e miz Meurzh 2021, pa vo poent votiñ evit dilennadegoù ar rannvro.

Enkadenn yerc’hed ar C’hOVID-19 a ziskouezh deomp echedoù ar bolitikerez en amzer dremenet.

Fromet omp bet hon holl gant enkadenn yerc’hed ar c’hovid. N’eo ket bet gouest ar gouarnamant d’ober war hon zro. Gevier o deus lavaret deomp ‘blam ne oant ket bet gouest da raksoñjal netra, na da chom dizalc’h. Un eched eo bet bed Macron evit hon yerc’hed. Distrujet en deus an osp(t)ital, gwashoc’h evit a-raog c’hoazh. Diaes kenañ eo bet evit an ospital. An holl re a zo bet oc’h ober war-dro ar reoù all e-pad ar mare-se, merc’hed dreist-holl, a zo paeet fall ha dispriziet : tud a labour e-barzh stalioù bras, reoù a zo o naetaat, peizanted, micherourezed a oa war an dachenn bemdez, klañvdiourien, skolaerezed, reoù a ya da sikourat a di da di. Diaes eo bet ar c’hoñfinamant, dreist-holl evit tud a vev war ar maez pe e-barzh karterioù paour. Ne dalvo netra « raktres adlañs » ar gouarnamant evit an dud-se.

Ret eo cheñch penn d’ar vazh ! Ret eo kaout ur bolitikerez a ro un dazont d’an holl en-dro. Setu ar pezh e kinnigomp evit Breizh.

Poent eo echuiñ gant distruj hon maezioù hag ar mod-kozh-se da vont war-raog.

Splann eo an traoù hiziv an deiz. Savet eo bet Breizh war raktresoù politikel kozh a-walc’h bremañ. Servijout a ra hon tailhoù d’ul labour-douar klañv ha beuzet gant greanterezhioù etrebroadel. Marc’hataet e vez « identelez vreizh ». Tamm ha tamm e vez krignet hor maezioù gant savadurioù a bep seurt. Lakaet e vez kumunioù da vezañ enebourien e lerc’h labourat asembles. N’eus raktres a-stroll ebet evit an holl breizhiz. Setu peseurt bilañs a zo gant reoù a zo o heñchañ ac’hanomp.

Politikerez frankiz ha produiñ bet kroget er bloavezhioù 1960 a zo o tistrujañ hon bro. Saoutradurioù e-barzh ar stêrioù, ar poulloù-dour kondon, an aodioù. Bezhin glas e pep lec’h. Kouezhañ a ra a bep seurt loened en o foull. Distrujet e vez an douar. Klañv ‘vez an dud. Sammet eo ar beizanted, beuzet gant dleoù. Ha dilaosket int. Ret eo diwall ouzh Politikerezh Boutin al Labour-douar nevez. En em glevout etre FNSEA, lobbyoù ar greanterezhioù-labour-douar evel Eureden (Triskalia en amzer dremenet), bankoù ha greanterezhioù bras-kenañ evel Bayer-Monsanto o deus krouet al labour-douar evel m’emañ hiziv an deiz : ul labour-douar evel ul labouradeg, dizouar. Ar beizanted eo an hini eo a zo ar re gentañ da vezañ lakaet en diaesterioù. Prometet e oa bet dezhe ur bed kenlabour a zleje servijout dezho ha n’eo ket deuet tamm ebet !

Ar bolitikerez bet lakaet e pleustr e-pad an degadoù paseet, dreist-holl gant tud ar PS a zo bet o harpañ Macron, n’o deus ket kroget gant al labour eo ret d’ober evit hon endro nag evit hon greanterezhioù. N’eus ket trawalc’h a raktresoù diwar-benn ar mor. Arvrokañ an tiegezhioù n’hallomp ket ober ken. Dreist holl war an enezennoù pe war an aod, lec’h ma chom didud lodenn vrasañ eus ar bloaz. Poent eo paouez gant ar mod-se d’ober. N’hallomp ket ledanaat hon c’herioù ha lakaat pep tra da vezañ prevez.

Ret eo kaout bolontez. C’hoant hon eus labourat evit an holl breizhiz, ha n’eo ket evit ul lodennig tud pinvidik-mor, skoazellet gant hon arc’hant. Ret eo sevel ur raktres nevez.

Kaout c’hoant en-dro : 5 tra pouezusañ evit hon dazont.

Fellout a ra deomp kinnig traoù a lako buhez pemdeziek ar Vreizhized da vezañ gwelloc’h en ur sellout a-bell. Ret eo kaout soñjoù nevez neuze, abegoù boutin a lakfe an holl da vezañ bodet ha sachet gante.

Ret eo kaout traoù a respont d’an enkadenn yerc’hed ha sokial lec’h m’emaomp bremañ. Tud dilabour a zo muioc’h-muiañ e Breizh. 9% ouzhpenn etre miz Meurzh ha miz Even 2020. 20% ma vez sellet ouzh ar re yaouank. Skarzhet e vez tud ouzhpenn e pep lec’h (Nokia, Hop, Technicolor). Diaes kenañ eo evit kenwerzherien, tud dizalc’h hag embregerien : poent eo kaout labour eus an dibab e-barzh an holl rannad labour-mañ.

Poent eo diverkañ dleoù ar beizanted ha cheñch penn d’ar vazh e-keñver al labour-douar.

Dav eo d’ar beizanted bevañ eus o labour ! N’eo ket posubl ken mont war an hent produiñ-mañ a lak anezhe da vezañ beuzet gant an dleoù ha da vezañ paouroc’h evit Job. Ar rannvro a c’hell sikourat anezhe en ur ziverkañ dleoù ar beizanted a-drugarez dezhi. Tu zo dezhi arc’hantaouiñ an diverkañ, a-drugarez d’ar c’humunioù a fellfe dezhe reiñ un taol sikour ivez evit interest an holl. Gallout a rafe ar beizanted mont war hent an ekologiezh ma vefe nullet o dleoù. Labouret e vo asembles war an hent-mañ. Poent eo mont dreist ar patrom soja-mais-louzoù-diamprevaner. Ezhomm e vo eus ar beizanted evit mont war hent un dazont padelus er maezioù. Mod-se e vefomp perc’henn war hon boued.

Stummañ an holl gant ur servij publik

Labourerezed ha labourerien ar greanterezhioù o deus ezhomm kaout ul labour harzus en amzer da zont ivez. Atoudennoù bras a zo gant Breizh. Ret eo d’ar rannvro arc’hantaouiñ stummadurioù, dreist-holl stummadur an 70 000 micherourien a zo o labourat er rannad labour-douar-greanterezh a vo ret cheñch. Ar rannvro a zo perc’henn war ar stummadur micherel hag e fell deomp pouezañ warni. Ret eo sikourat al liseoù-micher. Asembles gant « tachennad tud dilabour ebet » war ar rannvro a-bezh e vo tu sikourat an holl dud dilabour da gregiñ e-barzh en-dro, ha d’ar reoù all da vezañ perzhiet mat ha gopret gwelloc’h ivez. Poellek e vo hon labour en-dro. Raktres ar rannvro evit ar stummadur hag evit skeiñ war al labour a vo liammet gant an ekologiezh. Pinvidik-mor eo hon rannvro ma vez diwallet ouzh micherioù sevel ivez, a vo pouezus-tre evit mont war hent un dazont harzus hag ekologel.

Poent eo raktresañ dazont ekologel ha greanterezh Breizh

Ret eo cheñch tu gant ekonomiezh Breizh. Politikerien hon rannvro a ra ur bern trouz diwar-benn Breizh, met dilaosket o deus dre vras an enklaskoù diwar-benn energiezhioù dihesk, dreist-holl reoù liammet gant ar mor. Dleout a rafe an dachenn-mañ digas labour koulskoude. Poent eo sevel ur raktres brav evit energiezhioù dihesk liammet gant ar mor. Traoù a zo d’ober, diwar-benn disaotrañ ar porzhioù, gwareziñ ar morioù, reneveziñ pe adsevel bigi, produiñ energiezh, gwareziñ ar besketaerien, labourat war zoareoù-all d’ober danvez plastik, klask ar boued a c’hellfe bezañ implijet muioc’h, mont war-raog war glaskerezh diazez. Ar mor a vo un dachenn leun a startijenn evit hon ekonomiezh hag hini Frañs. Sikouret e vo greanterezhioù teknologiezhoù an titouriñ hag ar c’homunikañ a zo bet pouezus tre evit hon bro abaoe pell. Lakaet e vo ar rouedad war well e pep lec’h. Laosket e vo ar 5G e-kichen betek ma vije anavezet evit gwir ar pezh a dalv e keñver ar yerc’hed, an ekonomiezh hag an endro.

Poent eo kaout treuzdougen boutin diraezus ha marc’had-mat evit an holl

Ret eo bezañ gouest da fiñval evit kaout ul labour hiziv an deiz. An dra-se a goust ker. Saotrañ a ra an aer ouzhpenn-se, poent eo ober un dra bennak. Ret eo d’ar rannvro raktresañ doareoù da fiñval gant an tren en ur c’houlenn digant an dud peseurt ezhommoù o deus. Poent eo raktresañ doareoù boutin da vont-ha-dont evit ma vefe efedus ha marc’had-mat evit an holl, a-raog ma vefe digoust er fin. Ezhomm hon eus muioc’h a dren ha muioc’h a hentoù-houarn evit ma vefe tu ober hep an otoioù peurliesañ. Ret eo labourat dorn-ha-dorn gant an SNCF (KBHF) hag an doareoù all da fiñval evit raktresañ hentoù nevez lec’h ma vefe tu cheñch mod d’en em deblasiñ (marc’h-houarn, treid, oto, tren, kirri-boutin, hag all, liammet etreze).

Ret eo kreñvaat ar servijoù publik hag ar raktresoù sevenadurel a-hed hon bro.

Disoñjet e vez kumunioù war ar maez peurliesañ gant ar bolitikerezioù publik pe prevez. N’hallomp ket sevel dazont Breizh hep servijoù publik. N’hallomp ket sevel dazont Breizh hep raktresoù sevenadurel uhelek kennebeut. Ret eo reiñ lañs d’ar gevredigezhioù a ra ul labour eus ar c’hentañ, d’an arzourien, d’ar skrivagnerien, d’ar sonerien, d’an astalerien, hag all. Ret eo sikourat anezhe krouiñ ha diskouezh o labour d’an holl. Ret eo d’ar servijoù publik bezañ aes da gavout evit an holl. Ret eo kaout ur rouedad niverel efedus e pep lec’h, e ker ha war ar maez. Ret eo kaout lec’hioù digor d’an holl tost a-walc’h eus hon tiegezhioù. Difenn a rimp ar servijoù publik neuze, ha kreñvaet e vint, evel e vo difennet ha kreñvaet politikerez sevenadur ha politikerez an enklask e pep lec’h e Breizh.

Kinnig a reomp pemp tra pouezus-tre neuze : diverkañ an dleoù evit ar beizanted, kaout ur stummadur micherel evit an holl liammet gant raktresoù ekologel ha sokial, treuzfeurmiñ ar greanterezhioù evit ma vije o vont war zu an ekologiezh, diorren an hentoù-houarn hag an treuzdougen boutin, kreñvaat ar servijoù publik hag ar bolitikerez sevenadurel. Ar raktresoù-mañ a vo savet gant an holl, en ur mod demokratel. Diskouezhet eo bet mat deomp pegent divalav ez a an traoù ma ne vez ket raktreset a-bell gant ar c’horona. Modoù d’ober ar frankizour n’int ket efedus. Ret eo sellout ouzh an dremmwel ha klask ijinañ ur bed evit bloavezhioù o tont. Ret eo d’ar bolitikerez raktresañ a-bell ha kaout ur c’hap. Setu perak eo ret d’an holl kaout galloudoù en-dro.

Ret eo d’an holl kaout gwir galloudoù e-barzh hon ensavadurioù.

Penaos ober ? Ret eo degemer an holl dud da gemer perzh e-barzh an emsav. Setu penaos e welomp ar votadeg o tont. Ur spered digor a zo ganeomp evit kenlabourat gant nerzhoù sokial ha politikel a fell dezhe echuiñ gant galloudoù bro a zo lakaet dindan un nebeud tud pinvidik-mor. Un doare-ober keodederour a zo ganeomp. Diskouezhet e vo hon galloudoù a-drugarez d’ar votadeg evit kregiñ. Sikouret e vo emelloù an dud da c’houde. Setu perak e vo dalc’het ur referendum war goulenn al Liger Atlantel ganeomp.

Fellout a ra deomp kaout tud dilennet a c’hell bezañ dizorniet. Fellout a ra deomp tud a zo kiriek dirak ar c’heodederour. Tu ‘zo gounit asembles e Breizh. Frañs Disuj a zo o kinnig « Breizh e boutin » met rigor eo hon doare-ober. Plijout a rafe deomp sevel un dra a zo liammet gant peurrest Bro Frañs, setu perak e kinnigomp kemer harp war raktres « Dazont boutin ».

Ne vo ket tu deomp kenlabourat gant tud ar PS pe LREM a zo hiziv an deiz e karg eus Breizh. Diskouezhet o deus mat pegent dispriziet e oa gante dalc’hoù ekologel ha sokial.

Kinnig a reomp deoc’h, keodederour, stourmerion ar sevenadurioù, paotred ha merc’hed ar sindikadoù, jiletennoù melen, hag ivez aozadurioù politikel EELV (EERG), Asembles, « Asembles war hon tachennoù », GénérationS (Rummadoù ?), GRS, Strollad Komunour, Strollad Kleiz, Plasenn Publik, PRCF, Dorn Nevez, NPA, UDB, sevel ur c’hevread kreñv evit ar bobl ha gant ar bobl. Ret eo deomp sevel ur raktres evit mont e-maez eus ar reuz ha cheñch Breizh evit un dazont ekologel ha sokial.

Pediñ a reomp ac’hanoc’h holl da genlabourat evit laz hollek ha sevel asembles un dazont boutin e Breizh.